Iskevrennad eus | stourmer ![]() |
---|---|
Stad | Henroma ![]() |
Tachenn vicherel | emgann gladiatour ![]() |
Deskrivet dre | Colossal statue of a gladiator, Gladiators on ancient Roman oil lamps, Relief of gladiators ![]() |
Stumm benel an dikedenn | gladiatorka, gladiatourez ![]() |
Ur gladiatour (latin : gladiator, "klezeour" diwar al latin gladius, "kleze") a oa ur stourmer armet evit reiñ dudi da arvesterien en amzer Roma gozh (Republik hag Impalaeriezh Roman). Ar stourmoù a-enep gladiatourien all, loened gouez ha torfedourien kondaonet a c'helle bezañ kalet betek ar marv. Lod gladiatourien a oa a-youl-vat evit klask rastellañ arc'hant, tapout brud hag ur renk sokial uheloc'h. An darn vrasañ avat a oa sklaved, gourdonet-garv, ha lakaet a-gostez diouzh ar peurrest eus ar gevredigezh zoken goude o marv.
Ne ra forzh o orin, ar c'hladiatourien a oa graet evit dudiañ hag evit bezañ skouerioù eus kenedouriezh Roma a-fed stourm, ha gant o emgannoù betek ar marv e c'hallent bezañ azeulet gant ar bobl. Alies int bet meulet en arzoù, ha pouezus e oant a-fed dudi rak kavout a reer e-leizh a skeudennoù anezho dre ar bed roman a-bezh.
Orin ar stourmoù gladiatourien n'eo ket sklaer c'hoazh, ha tabut zo etre an istorourien. Prouennoù zo e oa anezho e-pad lidoù-kañv e-kerzh ar Brezelioù punek en IIIe kantved kt JK, ha goude-se e oa bet ar stourmoù-se o tont da vezañ buan un diazez er politikerezh ha buhez sokial ar bed roman. Gant ma oa brud an emgannoù gladiatourien o vont war-raok e oa bet implijet muioc'h-mui a arc'hant hag a zafar evit ober anezho gouelioù pe lidoù ramzel deuet da vezañ ludi, "c'hoarioù".
Tost da 1 000 bloaz e oa padet an emgannoù gladiatourien ; en o barr e oant bet etre ar Iañ kantved kt JK hag an IIvet kantved.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search