Hengreteg

Hengreteg
(*dianav)
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Kreta
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : digenvez
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar yezh digenvez varv komzet en Enez Kreta a-raok donedigezh ar C'hresianed e oa an hengreteg.
Skrivet e oa en ur skritur silabennek n'eo ket bet digejet c'hoazh : al linenneg A. Un nebeud enskrivadurioù diwezhatoc'h hon eus ivez er skritur gresianek, kavet war-dro Deros ha Praisos.
Komzet e oa an hengreteg betek an IIIe kantved kt JK, kent ma voe kemeret e lec'h gant an henc'hresianeg. N'anavezomp ket mat a-walc'h ar yezh-se da lavarout eus petore familh eo, hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj ez eus ur yezh digenvez anezhi. Gallout a rafe, avat, bezañ kar d'an hengipreg ha d'al lemneg.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search