Koraiz

Ar C'horaiz eo ar prantad eus ar bloavezh-lid kristen a gomañs da Verc'her al Ludu evit echuiñ da Bask. Prientiñ a reer gouel dasorc'hidigezh ar C'hrist dre bediñ, damantiñ, goulenn digarez evit e bec'hedoù ha dre vras en em lakaat da ziwezhañ. Heuliet eo ar seurt lid gant ar gatoliked, gant ar reizhkredourien ha kalz a brotestanted.

Ur bern Kristenien a yun e-kerzh ar C'horaiz, pe da nebeutañ e vez aliet dilezel traoù dous eus ar vuhez evit drevezañ ken ma c'heller skouer Jezuz. Alies e vez ivez klask cheñch e zarempredoù gant e familh ha gant an nesañ evit bezañ degemerusoc'h ha gwelloc'h en-o-c'heñver, ha skoulmañ darempredoù gwelloc'h. Lod a Gristenien a glask ivez bezañ tommoc'h ouzh ar relijion en ur bediñ hag en ur lenn ar Bibl aliesoc'h, evit bezañ e-mod-se tostoc'h ouzh spered ha doareoù Doue. Ur prantad damantiñ eo ma vez lemmet arouezioù al levenez, evel ar bleunioù war an aoter. Meur a hini, katoliked, luterianed hag anglikaned, a oa kustum da chom hep debriñ kig, ar pezh a vez graet c'hoazh e kornoù zo eus ar bed, etre an ortdoksiz ha katoliked an Oriant dreist-holl.

Graet e vez ganto e-pad ur prantad a zaou-ugent devezh, evit delc'her soñj eus an daou-ugent devezh bet tremenet gant Jezuz en dezerzh, a-raok komañs da reiñ brezegennoù publik, el lec'h ma oa bet temptet gant Satan.

Sizhunvezh ziwezhañ ar C'horaiz eo ar Sizhun Santel, a gomañs da Sul ar Beuz. Kounaet eo kroazstagañ Jezuz d'ar Gwener, hervez an Testamant Nevez ha gant Sul Fask e komañs ur prantad laouen adarre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search