Mac'hnovchtchina

Goude dispac’h Rusia e 1917 e oa Nestor Mac'hno an hini en doa kemeret penn al labourerien douar e su Ukraina. Graet eo bet Mac'hnovchtchina (treuzlizherennet ivez Makhnovshchina) eus an emsav-mañ. Mac'hno hag ar Mac'hnovchtchina a stourmas a-enep d’ar re wenn, d’ar re ruz hag ivez a-enep d’an armeoù aloubiñ a vro Alamagn hag Aostria. Ar Mac'hnovchtchina a stourmas e penn kentañ skoaz ouzh skoaz gant an Arme ruz (daoust da zisfi bras an anarkourien) evit trec’hiñ ar re wenn, met buan a-walc’h, e 1919, e savas Trotski a-enep d'an emsav mac'hnovour. Rankout a reas Mac'hno kuitaat e vro evit achap ouzh gwask ar Volcheviked. Kavout a reas repu e Roumania da gentañ, hag e kornôg Europa da heul.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search