Noddy

Noddy (kleiz) ha "Big Ears" e Beaconsfield, Bro-Saoz

Noddy zo un dudenn krouet gant ar romantourez saoz Enid Blyton e 1949 en ul levr evit ar vugale skeudennet gant an treser izelvroat Harmsen van der Beek (1897-1953) betek e varv.

Ar 24 levr savet gant Enid Blyton zo bet embannet etre 1949 ha 1963. Harmsen Van der Beek ne skeudennaouas nemet ar 7 kentañ. Adal 1953 e voe kendalc'het en hevelep doare tresañ gant Robert Tyndall, Peter Wienk, Mary Brooks ha Robert Lee.

Dont a ra an anv "Noddy" eus ar verb saoznek "to nod" hag a dalvez hejañ e benn. "Noddy" eo chomet e meur a vro, evel en Italia, Portugal ha Polonia ; "Zvonko" eo an anv e Kroatia, "Nicke" eo e Sveden, "Lelumaan Niksue" e Finland ha "Oui-Oui" e Bro-C'hall abaoe embannadur 1962 gant ar Bibliothèque rose, skeudennaouet gant Jeanne Hives.

Abadennoù skinwel gant Noddy a vez e Breizh-Veur abaoe 1955.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search