Pallenn-moger

Herri VIII, roue Bro-Saoz, poltredet dirak ur pallenn-moger (~1545)

Ur pallenn-moger zo ur pallenn da lakaat a-ispilh ouzh ur voger.

Ur c'hinkladur ordinal e oa e ti pinvidien ar Grennamzer, koulz evit kinklañ ha diskouez live ar binvidigezh.

Perzhioù pleustrek all a oa d'ar pallennoù-moger : derc'hel tommder ar salioù ; dre ma'z int lemm-laka e c'helled o diskregiñ kent o rollañ hag o c'has d'un annez all. Da guzhat un nor e talvezent ivez, aes e oa o gorren evit reiñ tremen diouzh ezhomm.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search