Iskevrennad eus | populism, Argentine nationalism, anti-clericalism, workerism ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Juan Domingo Perón ![]() |
Kan broadel | Peronist March ![]() |
Stad | Arc'hantina ![]() |
Ar beronouriezh (spagnoleg : Peronismo), graet anezhañ justisouriezh ivez (spagnoleg : justicialismo), zo un emsav politikel Arc'hantinat diazezet war mennozhioù Juan Domingo Perón ha re e eil gwreg Eva Perón. Pal pennañ strollad ar re Berón, ar Partido Justicialista (Strollad Justisour), a oa, adalek ar bloavezhioù 1940, sevel ar « justis sokial » en Arc'hantina.
Berzet eo bet ar strollad etre taol-Stad 1955 ha 1972. Neoazh e oa levezonus ar justisouriezh er gevredigezh a-bezh (e sindikadoù zo, hag all). Tremen a ra alies ar beronouriezh da emsav « poblelour ». Evit gwir c'h eo diaes-kenañ e dermenañ. Kavet e veze ennañ tud eus an tu kleiz pellañ (montoneros) kenkoulz ha tud eus an tu dehou pellañ (Jose Lopez Rega).
Koulskoude e c'heller merzout un nebeud mennozhioù a dolp an holl beronourien :
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search