Raeti

Retia en Impalaeriezh Roma

Ar Raeti (e latin[1]) pe ar Reted(Daveoù a vank) a oa ur c'hengevredad meuriadoù eus an Alpoù o devoa ur yezh hag ur sevenadur kar da re an Etrusked moarvat. A-raok bezañ aloubet gant ar Romaned e oant o chom, e rannvroioù Grischun (Suis), Vorarlberg ha Tirol (Aostria) ha Su Tirol ha Lombardia e Norzh (Italia).

Er bloavezhioù 16-14 kent J.-K., goude bezañ distrujet lod eus kêrioù ha kreñvlec'hioù ar Raeti, e voe aloubet Raetia gant ar Romaned. Savet e voe neuze proviñs roman Raetia, enni lodennoù eus Alamagn er su d'an Danav.

N'eo ket asur gerdarzh an anv Raeti. Anvet e voe proviñs Raetia diwar anv ar bobl-se.

Mammennoù eus an Henamzer a zisklêr e oa eus ar Raeti, Etrusked kaset kuit eus traoñienn ar Po gant ar C'halianed ha bet o klask repu e traoñiennoù an Alpoù. Gwirheñvel eo avat e oant pobloù henvroat eus an Alpoù dreist-holl. O yezh, ar reteg, a oa kar d'an etruskeg moarvat, met peadra zo da grediñ ne oa ket diskennet anezhañ[2]. Un darn eus meuriadoù ar Raeti d'an nebeutañ (e biz Italia) a gendalc'has da gomz o yezh betek an IIIde kantved goude J.-K moarvat. Re all (re Bro-Suis) a gomze yezhoù keltiek da vare an impalaer roman Aogust (30 kent J.-K. – 14 goude J.k.).

Rannet e oa ar Raeti en un niver a veuriadoù. Lod anezhe hepken zo roet o anv en un doare fraezh er mammennoù kozh.

Meuriadoù ar Raeti a zeuas buan da vezañ sujidi leal eus an impalaeriezh roman ha pourchas a rejont un niver a soudarded dreist ar muzul da vagadoù skoazell (Auxilia) an arme roman.

  1. Skrivet e veze ivez Rhaeti, Rheti pe Rhaetii
  2. Cornell (1995) 44

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search