Iskevrennad eus | aozadur breudeurel, aozadur armet, poellgor evezhiañ ![]() |
---|---|
Skour lu | troadegiezh ![]() |
Schutterij a vez graet eus ur gward kêr pe bezen keodedour savet gant youlidi er Grennamzer hag en amzerioù modern, en Izelvroioù. Pal ar bagadoù-se e oa gwareziñ ar c'hêrioù diouzh an tagadennoù, an emsavadegoù pe an tanioù-gwall. O lec'hioù gourdoniñ a oa alies spasoù digor er c'hêrioù, nepell diouzh ar mogerioù-kêr. Pa ne oa ket tu, hervez an amzer, e c'hellent gourdoniñ en ilizoù ivez.
An doare ma oant strollet a oa hervez orin an distrigoù, met hervez an arm implijet gant pep ezel ivez : gwareg, arbalastr pe mousked. Asambles, an izili a veze graet Schuttersgilde anezho, ar pezh a c'hellfe bezañ troet gant "gild tennerien". Hiziv-an-deiz e vez implijet an anv evel titl enoriñ er c'hluboù tennañ pe evit ober anv eus izili skipailh broadel an dennerien olimpek.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search