Showbox

SHOWBOX Co., Ltd. (hangeul: (주)쇼박스) zo unan eus embregerezhioù galloudusañ embann filmoù eus Korea ar Su. Savet e oa bet e 1996. Showbox a zo skourr postañ arc'hant, produiñ hag embann Mediaplex, Inc., ur rann eus an Orion Group. Kevezerien bennañ Showbox eo CJ Entertainment, Lotte Entertainment, ha Next Entertainment World (NEW). En desped m'eo berr e istor ez eo pignet buan Showbox betek kaout 6 diwar 10 film o kaout an niver uhelañ a arvesterien e Korea. Ar film en deus graet ar muiañ a berzh a oa bet embannet e 2012, The Thieves. Abaoe e kendalc'h an embregerezh da embann filmoù ha d'ober berzh bras ganto.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search