Traked

  • "Traked" a c'haller ober ivez eus annezidi a vremañ eus ar vro anvet Trakia, hep liamm gant o orin etnek.
Peltast trakiat, er Vvet hag er V kantved.
Un teñzor trakiat eus Panagyurishte, Bulgaria

An Draked kozh a oa ur strollad meuriadoù indezeuropean a gomze Trakeg - ur yezh eus familh ar yezhoù indezeuropek. O sevenadur, anavezet fall, a oa e bleuñv eus an III milved kent J.-K betek an III kantved goude J.-K.. En henamzer, edo ar meuriadoù-se oc'h ober o annez e reter ledenez ar Balkanioù, en he c'hreiz hag er su, evel el lodennoù eus Europa ar reter a oa tost d'ar vro-se. Krediñ a raent en divarvelezh, evel m'en danevell Herodotos a ra anv eus an "orfeüzegezh trakiat", er c'hontrol eus ar pep brasañ eus pobloù an amzer-se.

Edo an Draked o chom e proviñsoù kozh Trakia, Moesia, Dakia, Skitia Minor, Sarmatia, Bithynia, Mysia, Makedonia, Pannonia, hag e lodennoù all eus ar Balkanioù hag eus Anatolia. Goleiñ a ra an tolead-se ar pep brasañ eus ar Balkanioù, hag ar Getae en norzh d'an Danav betek ar stêr Bug[1].

  1. Katalog diskouezhadeg ar Kimbell Art Museum, e 1998 , Ancient Gold: The Wealth of the Thracians a zisklêr e oa Traked o chom er pep brasañ eus Ukraina, en Hungaria hag e lodennoù eus Slovakia [1]

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search