Yevaneg

Ur yezh indezeuropek eus skourr ar yezhoù gresianek eo ar yevaneg pe yuzev-gresianeg (saozneg: yevanic, romaniote pe judeo-greek) komzet gwechall gant ar Yuzevien romanioted bet o chom e Gres abaoe ar Maread Hellenek.

Ur yezh-kar d'ar c'hoine gresianek (Ελληνική Κοινή) an hini eo, enni meur a c'her o tont eus an hebraeg.

Ur yezh peuzvarv eo ar yevaneg, o vont da get evit meur a abeg:

  • "lonket" eo bet ar bihanniver a Yuzevion a orin romaniotek koulz gant an iliz ortodoksel koulz gant ar yuzevion sefaradek kalz niverussoc'h;
  • meur a Yuzev a orin romaniotek zo aet d'ar Stadoù-Unanet m'eo bet dilezet ar yezh gante evit ober gant ar saozneg pe c'hoazh da Israel e-lec'h ma veze pouezet war an dud nevez-deuet da dilezel o yezhoù evit ober kentoc'h gant an hebraeg;
  • drouklazhet e oa bet meur a Yuzev a rae gant ar yezh-se gant an nazied

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search