Vernor Steffen Vinge (/'vɜrnər ˈvɪndʒiː/ ; ganet e Waukesha, Wisconsin, 2 a viz Here 1944) zo ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat. Kent mont war e leve e kelenne ar matematikoù ha skiantoù ar stlenneg e Skol-veur San Diego (Kalifornia). Gantañ e voe brudet arlakadenn an "esparded kalvezel" (technological singularity), hag e-touez an dud kentañ e voe o teskrivañ ur siberegor (cyberspace) faltaziek, en e romant True Names (1981). Pemp gwech ez eo bet roet ar Priz Hugo dezhañ, evit A Fire Upon the Deep (1992), A Deepness in the Sky (1999), Rainbows End (2006), Fast Times at Fairmont High (2002), ha The Cookie Monster (2004).
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search