Turkey Tayac a oa un indian piscataway hag un doktor dre louzoù. E anv gwir a oa Philip Sheridan Proctor. Ganet e oa e 1895 e Kontelezh Charles e Maryland. Turkey Tayac a oa hini diwezhañ da anavezout ar yezh piscataway. Kenlabouret en deus gant daou yezhour war an algonkeg, Ives Goddard ha Julian Granberry. En em gannañ a reas e Bro-C'hall e-pad ar Brezel Bed Kentañ. Tost oa da vezañ lazhet gant gaz sezv. Kontañ a reas en doa en em louzaouet dre ar medisinerezh hengounel indian. Distroet e SUA e stourmas evit gwirioù an Indianed a-kerzh an ugentvet kantved.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search