Ar Sorabed zo ur bobl slav o vevañ e reter Alamagn. Kavet e vezont e Länder Saks ha Brandenburg, er vro anvet Luzasia. Kêr-benn Luzasia Uhel eo Bautzen hag hini Lusasia Izel eo Cottbus. Hervez sifroù embannet gant ensavadurioù sorab (Domowina, Serbski Institut) e vefe etre 20 000 ha 30 000 a dud o kaozeal sorabeg, a zo div rannyezh enni, ar sorabeg uhel, komzet e rannvro Bautzen (pe Budyšin) hag ar sorabeg izel, komzet en-dro da Cottbus (Chośebuz). Bautzen kaj Cottbus eo kêrioù bras ar sevenadur sorabek. Er rannvro a-bezh ez eus skolioù-mamm, skolioù kentañ, skolajoù ha liseoù e sorabeg. Gant stadoù Saks ha Brandenburg e vez skoazellet, ent-ofisiel, ar sevenadur sorabek. E 1912 e voe savet an Domowina, un aozadur hag a vod an darn vrasañ eus ar c'hevredigeezhioù sorabek. E skol-veur Leipzig ez eus ur gevrenn ma vez studiet ar sorabeg. Ul lennegezh sorabek zo (hag un ti-embann, "Domowina-Verlag"), kazetennoù hag abadennoù skingomz.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search