Ar Gevredigezh Thule (alamaneg : Thule-Gesellschaft), Studiengruppe für germanisches Altertum ("Strollad Studi evit an Henamzer c'herman") he anv gwir, a oa ur strollad kevrinour ha Völkisch alaman savet e München nebeut amzer goude fin ar C'hentañ Brezel-bed.
Diwar ur vro vojennel eus an norzh e mojennoù Henc'hres e teu an anv Thule. Ar gevredigezh a oa bet un harp e penn-kentañ ar strollad Deutsche Arbeiterpartei (DAP ; Strollad Labourerien Alamagn), a oa bet adaozet diwezhatoc'h gant Adolf Hitler evel Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei (NSDAP). Hervez buhezskrid A. Hitler gant Ian Kershaw, « Evel Who's Who aduidi gentañ an naziegezh e München eo listenn an izili : Rudolf Hess, Alfred Rosenberg, Hans Frank, Julius Lehmann, Gottfried Feder, Dietrich Eckart, ha Karl Harrer ».
Ar skrivagner Nicholas Goodrick-Clarke a embannas ne oa bet nemet Hans Frank ha Rudolf Hess evel izili gwirion. An holl bennoù nazi all a oa bet pedet da gomz e-kerzh emvodoù Thule pe na oant ket bet liammet don ouzh ar gevredigezh-se. Hervez Johannes Hering, « N'eus prouenn ebet e vefe bet biskoazh Hitler o welet ar Gevredigezh Thule. »
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search