1 results found for: “Russo-Ukrainian_War_”.

Request time (Page generated in 0.2821 seconds.)

Brezel etre Ukraina ha Rusia

A bep seurt doareoù stourm zo bet, evel emgannoù war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da armañ an...

Last Update: 2024-02-22T19:54:28Z Word Count : 495

View Rich Text Page View Plain Text Page

Main result

Brezel etre Ukraina ha Rusia

Brezel etre Ukraina ha Rusia zo abaoe miz C'hwevrer 2014. Ouzhpenn nerzhioù lu Rusia e vez lod disrannerien a-du ganto o kemer perzh er stourm. Kroget e oa ar bec'h gant Rusia dres goude Reveulzi Maidan. Tabut zo diwar-benn statud rannvroioù Krimea ha Donbas, e su ha mervent Ukraina. Ar re-se zo anavezet evel lodennoù eus Ukraina gant ar braz eus stadoù ar bed ha gant an aozadurioù etrebroadel. Aloubet e oa bet Krimea gant Rusia, ha goude-se e oa kroget ar brezel e Donbas etre disrannerien, harpet gant Kevredad Rusia, ha nerzhioù lu Ukraina. A bep seurt doareoù stourm zo bet, evel emgannoù war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da armañ an harzoù tro-dro Ukraina. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar brezel a oa bet gwashaet c'hoazh pa oa bet aloubet ul lodenn eus Ukraina gant nerzhioù lu Rusia. Enepargadennoù ukrainat a zo bet e su ha biz ar vro o adtapout douaroù abaoe miz Eost. E fin miz Gwengolo Rusia a embanne e oa staget ouzh ar c'hevread an tiriadoù damm-aloubet e su ha reter Ukraina. Ne oa ket bet degemeret mat gant darn broioù ar bed. Ar brezel zo mammenn ar gwasañ grizenn a-fed divroidi abaoe fin an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn-se ar c'holloù trevour a zo uhel betek dek milieroù a dud lazhet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search