Taylor Alison Swift, bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e Reading (Pennsylvania) (Stadoù-Unanet Amerika), a zo un aktourez hag ur ganerez-sonaozerez stadunanat. Brudet eo evit sevel ha kanañ kanaouennoù a-ziwar he buhez. Oadet a 14 vloaz an arzourez yaouankañ eo hag en doa sinet gant an ti-embann sonerezh Sony/ATV Music Publishing. Da 15 bloaz, he devoa sinet gant al label Big Machine Records. Kroget eo da embann pladennoù e 2006 gant Taylor Swift. Eil albom Swift a zo bet embannet e 2008, anvet Fearless. Gwerzhet he deus evit muioc'h a 50 milion pladennoù —gant 32 milion e Stadoù-Unanet Amerika - ha 150 milion single. Swift a zo neuze unan eus gwellañ gwerzherien pladennoù ar bed hag an istor.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search