3 results found for: “nuclear_holocaust”.

Request time (Page generated in 0.7995 seconds.)

Priz Nobel ar Peoc'h

Prezidant a-zivout al Loskaberzh" ("The President's Commission on the Holocaust"). » 1987 Óscar Arias Sánchez Costa Rica « Abalamour d'e labour evit ar...

Last Update: 2023-10-14T19:51:25Z Word Count : 348

View Rich Text Page View Plain Text Page

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

Gross, « Russia strikes Kyiv TV tower, killing 5 and damaging Babi Yar Holocaust site », The Times of Israel, 1.03.2022. Lennet d'an 2 a viz Meurzh 2022...

Last Update: 2024-06-07T11:06:05Z Word Count : 19006

View Rich Text Page View Plain Text Page

Therion

Albom Kan pennañ Gitar pennañ Gitar boud Taboulinoù Paroxysmal Holocaust (1989) Christofer Johnsson Peter Hansson Erik Gustafsson Oskar Forss Beyond the...

Last Update: 2023-12-05T17:25:52Z Word Count : 348

View Rich Text Page View Plain Text Page

Main result

Priz Nobel ar Peoc'h

Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. » E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour. Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia. Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno. Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h. Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search