Abati Westminster

Abati Westminster, gwelet eus ar c'hornôg

Abati Westminster zo unan eus savadurioù relijiel anavezetañ Londrez. Emañ e karter Westminster (« manati ar c'hornôg »), a zo er c'hornôg da greiz kêr-benn Bro-Saoz. Savet e voe en doare gotek, en XIIIvet kantved dreist-holl, da vare ren ar roue Herri III. Collegiate Church of St Peter at Westminster ("Iliz-chabistr Sant Pêr e Westminster") eo an anv ofisiel klok.

En abati Westminster e vez graet al lidoù a denn da rouaned ha rouanezed Bro-Saoz ha Breizh-Veur : kurunidigezh, dimeziñ hag obidoù. Er savadur emañ bezioù un darn vat eus ar rouaned ha rouanezed-se. Tud brudet all zo bet beziet eno ivez, evel Winston Churchill, Oliver Cromwell, Charles Darwin, Charles Dickens, Benjamin Disraeli, Georg Friedrich Händel, David Livingstone, William Shakespeare ha John André.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search