Abbey Road (albom)

Abbey Road (albom)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 26 a viz Gwengolo 1969
Enrolladur 22 a viz C'hwevrer - 20 a viz Eost 1969
Studioioù Abbey Road, Olympic ha Trident, Londrez
Pad 47:03
Produer George Martin
Label Apple Records
Albomoù The Beatles
Yellow Submarine (1969)
Let it Be (1970)

Unnekvet albom ar Beatles eo Abbey Road, embannet d'ar 26 a viz Gwengolo 1969 er Rouantelezh-Unanet. Anvet eo bet diwar lec'h ar studioioù EMI e-barzh e Londrez ha war ar golo eo skeudennaouet ar strollad o treuziñ straed Abbey Road, ur skeudenn dezrevellet-kenañ er sevenadur pop. Gant an albom e oa bet embannet ar singloù Something, kanaouenn George Harrison nemeti aet d'ober ur single, ha Come Together e miz Here.

Meur a zore-seniñ a glever en albom, etre ar blues, ar rock hag ar pop, ha kalzik e oa bet implijet ar sintetizor Moog, silet dre un uhelgomzer Leslie. Albom nemetañ ar Beatles enrollet gant un trañzistor e stad solut an hini eo, ar pezh en deus roet ur son sklaeroc'h eget an albomoù kent. Anavezet eo an albom evit e eil darn aozet evel ur medley gant kanaouennoù berr. E-kerzh ar memes prantadoù-enrollañ e oa bet sonenrollet ar singloù The Ballad of John and Yoko/Old Brown Shoe.

Ar produer George Martin en doa asantet distreiñ gant ma vije labouret hervez ar memes reol hag en albomoù kentañ. Diwar an dra-se e oa bet kavet plijus a-walc'h enrollañ Abbey Road daoust ma chome kudennoù da renkañ. Enrollet e oa bet adalek miz C'hwevrer betek miz Eost, ar wezh diwezhañ ma oa bet bodet holl izili ar strollad da seniñ asambles. E miz Gwengolo e oa bet lavaret gant Lennon ez ae kuit eus ar strollad, en un doare prevez avat. Embannet e oa bet fin ar Beatles war an ton bras gant McCartney ar bloaz war-lerc'h.

Burutellet taer e oa bet Abbey Road pa oa bet embannet met gant an amzer eo bet gwelet evel unan eus albomoù kentañ istor ar sonerezh. Meulet eo labour Harrison gant Something hag Here Comes the Sun evel al labour gwellañ en deus graet gant ar strollad. En enor d'an albom e oa bet adanvet ar studioioù EMI e studioioù Abbey Road.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search