Aldous Huxley

Aldous Huxley
Aldous Huxley e 1947
Aldous Huxley e 1947
Ganedigezh 26 a viz Gouere 1894
Goldaming, Surrey
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv 22 a viz Du 1963
Los Angeles (Kalifornia)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Broadelezh Breizhveurat

Micheroù Skrivagner
Barzh
Prederour

Alma mater Eton College

Oberennoù pennañ
Point Counter Point (1928)
Brave New World (1932)
The Perennial Philosophy (1945)
The Doors of Perception (1954)
Island (1962)

Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 189422 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz.

A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932)[1] er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954)[2] e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin.
En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.

Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh[3] hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945).
E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.

  1. (fr) Le meilleur des mondes, Pocket, 2002 (ISBN 978-2-2661-2856-8)
  2. (fr) Les portes de la perception, 10x18, 2001 (ISBN 978-2-2640-0340-6)
  3. Studi an anadennoù-bred na c'heller ket displegañ, evel an diouganañ hag ar pellsanterezh.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search