Aljeria

Republik Aljerian Demokratel ha Poblel
(ar) الجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية
(tam) ⵜⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⴷⵣⴰⵢⵔⵉⵢⵜ
Banniel Aljeria
Banniel Ardamezioù
Ger-stur broadel : (ar) بالشّعب وللشّعب , (tam) seg ugdud i ugdud, (fr) Par le peuple et pour le peuple
Yezhoù ofisiel arabeg ha tamazigh
Kêr-benn Aljer
Statud politikel Republik
Prezidant Abdelmajid Tebboune (عبد المجيد تبون)
Kentañ ministr Nadir Larbanoui (نذير العرباوي)
Gorread
-En holl
-% dour

2 381 741 km²
dister
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

42 972 878 (2020)
18/km²
Dizalc'hiezh (diouzh Frañs)
5 a viz Gouere 1962
Moneiz Dinar aljerian
Kan broadel Kan broadel Aljeria (Kassaman)
Devezh ar vro 5 a viz Gouere
Kod war ar Genrouedad .dz
Kod pellgomz +213

Aljeria, pe an Aljeri (arabeg لجزائر al-Jazā'ir, "An Inizi" ; tamazigteg hag arabeg aljerian : Dzayer, Djazaïr pe Ldzayer), zo ur Stad norzhafrikat, ul lodenn eus ar Maghreb eo. Republik Aljerian Demokratel ha Poblel, berraet en « R.A.D.P. » eo anv klok ar Stad (arabeg : لجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية, tamazigteg : ⵟⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴻⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⴻⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⴷⵣⴰⵢⵔⵉⵜ Tagduda Tadzayrit Tadimoqṛatit Taɣerfant). Aljer eo ar gêr-benn, a zo lec'hiet en norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Brasañ bro Afrika eo, ul lodenn eus ar bed arabek hag eus an diaz kreizdouarel.

Da 2 381 741 km² e sav gorread Aljeria, a zo gronnet gant 6 385 km a harzoù gant Tunizia er biz, Libia er reter, Niger ha Mali er su, douar nann emren eus ar Sahara ar C'hornôg hag evit echuiñ Maroko er c'hornôg.

Goude 132 vloaz evel trevadenn c’hall he doa gounezet Aljeria he dieubidigezh d'ar 5 a viz Gouere 1962, goude ur brezel hir ha koustus, ha goude ur referendom emdermeniñ d'ar 1añ a viz Gouere 1962.

Ezel eo Aljeria eus ar Broadoù Unanet, eus Unaniezh Afrika, eus Emsav ar Re E-maez hag eus Kevre ar Stadoù Arab abaoe an dieubidigezh e 1962. Disklêriañ a ra bonreizh Aljeria ez eo « an islam, an Arabed hag an Amazighed » evel krevrennoù kreñv eus identelezh pobl Aljeria.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search