Amerika Latin

Kartenn broioù Amerika Latin (yezhoù a orin latin). Belize he deus un vinorelezh spagnolek vras.

Amerika Latin a vez implijet peurliesañ da dalvezout kement hag un tiriad eus Douar an Tan betek Mec'hiko gant an unvaniezh sevenadurel da heul:

  • komzet e vez yezhoù latin e peurvuiañ eus ar broioù : spagnoleg ha portugaleg dreist-holl, ha galleg e kornioù zo a-wechoù; met ral eo e vije graet anv eus ar broioù gallek pa gomzer eus Amerika Latin.
  • un tiriad 22 milion km² e c'horread ha 540 milion e boblañs hag a gav e identelezh en o istorioù trevadennel hag o stourmoù dizalc'hiezh heñvel, terkañ an diriegezh hag an darempredoù sokial[1].

Suamerika, Kreizamerika ha lod eus Norzhamerika (Mec'hiko, zokenoc'h New Mexico) zo enni.

  1. Claude Bataillon, Jean-Paul Deler, Hervé Théry,Géographie universelle, vol. 3, Amérique latine, chapitre 1, « Ce que latine veut dire », 1991.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search