Amon

Amon
C12
pe
M17Y5
N35
Amon, Amoun,a-wezhioù Imen (jmn)

Amon zo unan eus doueed pennañ an Henegiptiz hag eus mitologiezh ar Verbered[1]. Talvezout a ra eo anv Imen kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ Imen achâ renou, "Amon e anvioù niverus"[2]. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed Eizhad Hermopolis.

Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus Henegipt. Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz Ra a oa an doue diskuliet. Un doue krouer, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an undoueegezh hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant Osiris ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ[3]. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt Henlibia ha Nubia.

  1. H. Basset, « Les influences puniques chez les Berbères », e Revue Africaine, Nnn 62, 1921, pp. 367-368
  2. Cf. Ruth Schumann Antelme & Stéphane Rossini, p. 25
  3. Vincent Arieh Tobin, Oxford Guide: The Essential Guide to Egyptian Mythology, Edited by Donald B. Redford, p. 20, Berkley books, ISBN 0-425-19096-x

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search