Antropologiezh

antropologiezh
diskiblezh akademek, penndanvez studi
Iskevrennad eusskiantoù sokial Kemmañ
Rann eusskiantoù sokial Kemmañ
Anv er yezh a orinἄνθρωπος Kemmañ
Is the study ofdenelezh Kemmañ
Istorhistory of anthropology Kemmañ
Pleustret gantantropologour Kemmañ
Studi holladelour mab-den
eo danvez an denoniezh

An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all. War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat[1].

Meur a skol zo en denoniezh :

Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :

  • an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
  • an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
  • an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
  • ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.
  1. An dudoniezh eo ar skiant a studi pobladoù resis, pa 'z eo pal an denoniezh kompren ar spesad denel en e bezh.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search