Asiria

Kalon istorel Asiria (e ruz), hag Impalaeriezh Asiria en he ment vrasañ, da vare ren Assurbanipal e-kreiz ar VIIvet kantved (en oranjez).
Tarv androkefal askellet eus ren Asurnasirpal II (883–859 kent J.-K.) Mezopotamia, Nimrud, delwenn en Alabastr ; 3,13 cm uhelder, profet gant John D. Rockefeller Jr., 1932 (32.143.1–.2). Metropolitan Museum of Art, New York.

Asiria a oa ur vro en Henamzer e norzh Mezopotamia, anvet diwar kêr Asur, hag ivez hini he doue gwarezer, an doue Asur. Adalek an eil milved a-raok J.-K. e tiwanas eno ur rouantelezh c'halloudus zo deuet da vezañ un impalaeriezh diwezhatoc'h. En VIIIvet hag er VIIvet kantevd a-raok J.-K., Kontrollañ a rae Asiria tiriadoù en holl pe en ul lodenn hepken eus broioù a hiziv evel Irak, Siria, Liban, Egipt, Turkia pe Iran.

Lakat a reer kemm etre tri frantad en istor Asiria, daoust ma'z eo diasur an holl zeizadoù a-raok 700 kent J.-K. : ar prantad henasirian, eus an XXvet betek deroù ar XIVvet kantved kent J.‑K.. ar prantad krennasirian, betek 911 kent J.-K. ; hag ar prantad nevezasirian, betek 612-609 av. J.-C., ma'z eas rouantelezh Asiria da get. E-pad ar prantad-kentañ e oa Asiria ur geoded-Stad renet gant Asur, hag anavet dreist-holl evit intrudu he c'henwerzherien. Diwan a reas rouantelezh Asiria en eil prantad, ur Stad galloudus, nemet er prantad etre an eil hag ar c'hentañ milved kent J.-K. E-pad an trede prantad e teuas Asiria da vezañ un impalaeriezh tamm-ha-tamm, a-drugarez d'hec'h arme peurgetket. Ar mare-se eus istor Asiria an hini zo anavezet ar gwellañ, a-drugarez d'an dizoloadennoù graet adalek an XIXvet kantved en holl he c'hêrioù-penn, Asur, Nimrud, Dur-Sharrukin (C'horsabad) ha Ninive. Dalc'het zo bet soñj eus an impalaeriezh-se hag eus he rouanez abalamour d'he galloud en hengoun ar Bibl hebraek hag eus ar skrivagnerien c'hresian klasel.

Ar c'hementad bras a zielloù epigrafek hag arkeologek dastumet diwar-benn prantad Asiria abaoe tost da zaou gantved a ro tu da anaout kalz lodennoù eus ar rouantelezh-mañ zo anezhañ unan eus elfennoù pennañ sevenadurezh Mezopotamia, kement hag ar rouantelezh deuet da vezañ he c'hevezerez er su, rouantelezh Babilonia. Prantad diwezhañ ar rouantelezh an hini a anavezer ar gwellañ. Gallout a reer deskrivañ en un doare resis a-walc'h meur a lodenn eus melestradur ar rouantelezh, an obererezhioù ekonomikel, ar gevredigezh, ar sevenadur asirian, ar relijion hag an arz peurgetket. Chom a ra kalz tachadoù teñval abalamour ma n'eo ket ken fonnus an titouroù hervez al lec'hioù, ar prantadoù ha lodennoù buhez an Asiriz, dre ma'z eus aet da get kalz mammennoù abaoe an Henamzer, met ivez abalamour ma n'eus anv en dielloù nemet eus ar renkadoù uhelañ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search