Atom

Atomenn

Atomenn heliom
  • ██ Daou broton
  • ██ Daou neutron
  • ██ Daou elektron
  • Renkadur
    Lodenn vihanañ un elfenn gimiek
    Perzhioù
    Mas mas atomek
    Karg tredanel 0 C
    Treuzkiz 10pm100pm

    Elfennoù diazez an danvez eo an atom[1]. Diouzh savboent ar gimiezh ez eo an atomenn, dre dermenadur, lodenn vihanañ ur c'horf eeun a c'hell kediañ gant unan all.

    Dont a ra ar ger eus an henc'hresianeg ατομος, atomos, « na c'heller ket rannañ ». Da veno prederourien c'hresian eus an henamzer e oa an atomenn an elfenn materi vihanañ.

    Implijet e vez meizad an atomenn gant an damkaniezhioù liesseurt a ro tu da zisplegañ perzhioù fizikel ar materi, peurgetket en e stadoù gazus (kenwaskablentez ar gazoù), dourennek ha solut (aozadur ar c'hristalioù).

    E kimiezh ez eo an atom an elfennoù diazez. Mont a reont d'ober ar materi ha furmet e vez ar molekulennoù ganto : disrannus e chom an atom e-pad ar reaktadennoù kimiek (pa lakaer a-gostez an eskemmoù elektronoù gwiskad diavaez).

    Padal, abaoe penn kentañ an XXvet kantved ez eus bet lakaet anat gant arnodoù fizik nukleel ez eus partikulennoù diazez a vez furmet an atom ganto.

    1. Un anv-stroll eo atom, atomenn an unanderenn anezhañ.

    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search