Bananez

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dornad bananez darev
Blokad bananez a-istribilh d'ar blantenn
Dornadoù bananez ruz

Ar bananez zo frouezh melen pe ruz a vez gounezet er broioù dindan an trovanoù. Kavet e vezent da gentañ e broioù eus gevred Azia ha goude-se e voe kroget da c'hounit bananez en Afrika, en inizi ar Meurvor Habask hag e Suamerika. E kalz eus ar broioù-se ez eo ar bananez ul lodenn a bouez eus ar magadur.

Dont a ra ar ger brezhonek "bananez" eus anv gallek ar frouezh-se a zeu e-unan eus an arabeg : talvezout a ra ar wrizienn banan, er yezh-se, kement ha "biz", abalamour da stumm ar frouezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search