Berlin

Ur pennad Berlin (disheñvelout) zo ivez.
Berlin
Berlin Central
Lec'hiadur
Daveennoù :
52°31′07″N, 13°24′30″E
Gwerzhid-eur :
UTC+1/ Hañv UTC+2
Banniel Ardamez
Banniel Berlin
Banniel Berlin
Ardamez Berlin
Ardamez Berlin
Titouroù
Gorread 891.82  km²
5 370  km² (meurgêr)
Poblañs 3 769 495 (kêr), (12/2020)
4 429 847 (meurgêr)
Stankted 4 108 annezad/km²
Uhelder 34 – 115 m
Kod post 10001-14199
Evit pellgomz +49-30
Politikerezh
NUTS DE3
Bro Alamagn
Land Berlin
Karterioù 12 Bezirke (arondisamant)
Bourc'hvestr Franziska Giffey abaoe 2021
Strollad politikel SPD / Die Grünen / Die Linke
Kenaozadenn al Abgeordnetenhaus
(147 dileuriad, sifroù 2021)
SPD 36
Die Grünen 32
CDU 30
Die Linke 24
AfD
FDP 12
Lec'hienn www.berlin.de

Berlin (distagañ : /bɛɐ̯ˈliːn/ [1]) eo kêrbenn Alamagn. E biz Alamagn emañ. Ur gêr hag ul Land eo. Brasoc'h evit al Land eo tolead kêr Berlin, ennañ ouzhpenn 5 milion a dud a orin eus 190 broad disheñvel. E-touez 10 meurgêr bobletañ Unvaniezh Europa emañ[1]. En XIIvet kantved eo bet krouet ha bet eo Berlin kêr-benn Rouantelezh Prusia (1701-1871), hini an Impalaeriezh alaman (1871-1918), hini Republik Weimar (1919-1933) ha hini an Trede Reich (1933-1945). Goude 1945 ha betek diskar moger Berlin e 1989 e voe rannet e pevar zachad-aloubiñ. E-pad ar Brezel yen e teuas Berlin ar Reter da vezañ kêr-benn DDR tra ma oa stag Berlin ar C'hornôg ouzh BRD. Adlakaet eo bet Berlin da gêr-benn Alamagn e 1990 goude adunvaniñ ar vro. Ur gêr a-bouez bras a-fet arz ha sevenadur eo. Enni e kaver 165 mirdi, 146 levraoueg ha 60 c'hoariva[2]. E 2008 e voe gweladennet Berlin gant war-dro 8 milion a douristed[3].

  1. Indicators for larger urban zones 1999 - 2003, Eurostat.
  2. http://www.urbanaudit.org/rank.aspx
  3. https://web.archive.org/web/20110522171622/http://www.morgenpost.de/berlin/article1040633/Touristen_stroemen_weiter_in_Rekordzahl_nach_Berlin.html

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search