Biolin

Biolin, penn a-blaen, a-gostez, taol-zasson, kein, biolin a-gostez

Ar violin, pe fidil, eo ar bihanañ benveg-seniñ eus kerentiad ar c'herdin hag an hini en deus ar skeulenn skiltrañ. C'hoarvezout a ra peurvuiañ ur violin eus 71 elfenn e koad (pin-kroaz, skav-gwrac'h, beuz, ebena...) peget pe gronnet an eil ouzh egile. Seniñ a reer anezhi gant ur wareg (nemet evit ar pizzicato).

Dont a ra anv ar benveg eus an italianeg violino, stumm bihanaat viola, diwar al latin krenn vitula, a dalveze kement ha benveg dre gerdin. Deuet e da vezañ violin e saozneg ha violine en alamaneg. Er ger brezhonek poblek violoñs e weler un amprest diwar ar galleg violon. An anv "biolin" zo un anv nevez erbedet gant Pêrig Herbert ha Jil Ewan[1].

  1. Hor Yezh, 11 niverenn etre 1980 ha 1982

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search