Bourc'hvestr-gouarnour Berlin

Bourc'hvestr-gouarnour Berlin (alamaneg : Regierender Bürgermeister von Berlin) a ra war-dro Berlin war veur a dachenn : bourc'hvestr ha penn ar gouarnamant eo war un dro rak ur gêr-stad eo Berlin, ganti ur statud doubl : ur gêr-arondisamant hag ul Land eo. Er Rotes Rathaus e vez o labourat. Dilennet e vez ar bourc'hvestr-gouarnour gant kannaded Berlin. Gallout a ra bezañ skarzhet ma vez votet ur mennad disfiz savet gant muianiver dreistel ar gannaded (mellad. 57 VvB).

N'en deus ket kement a c'halloudoù ha kañseller Alamagn : e zivizoù a rank bezañ asantet gant Sened Berlin, ennañ eizh den all d'ar muiañ. Abaoe adreizhadenn 2006 eo dezhañ da envel ha da zigargañ ar senedourien, padal e vezent dilennet gant dilennidi kambr ar gannaded a-raok. Daou senedour, anvet ivez bourc'hvestr (alamaneg : Bürgermeister) a zo ivez, d'e skoazellañ (mellad. 56 VvB).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search