Bremen

Bremen
Freie Hansestadt Bremen
Ti-kêr Bremen, an iliz-veur hag ar parlamant
Lec'hiadur
Ardamezioù ha banniel
Ardamezioù Bremen
Ardamezioù Bremen
Banniel Bremen
Banniel Bremen
Ditouroù
Gorread 404,28 km²
Poblañs 664 080 (2006)
Stankted 1 642,62 annezad/km²
KDK 25,313 md €
KDK dre annezad 38 100 €
Politikerezh
Prezidant ar Sened Jens Böhrnsen, SPD
Bürgerschaft SPD : 33 - CDU : 23
Bündnis 90/Die Grünen : 14
Die Linke : 7, FDP : 5
Dizalc'h : 1

Internet bremen.de
Delwenn d'ar pevar loen soner e Bremen

Land Bremen (alamaneg: Freie Hansestadt Bremen pe Land Bremen) zo ur gêr hag ur Stad war un dro. Unan eus ar 16 land a ya d'ober Alamagn eo, hag an hini nemetañ diazezet war daou diriad distok an eil ouzh egile : kêr Vremen (Stadtgemeinde Bremen) ha Bremerhaven, ur gêr bet savet e 1924 pa voe kendeuzet div gêr krouet en XIXvet kantved hag anvet Wesermünde betek ma voe staget ouzh al land e 1947. War-dro 60 km zo etre an div gêr ; etrezo emañ land Saks-Izel. Ur gêr dizalc'h eus kevre an Hanse eo bet Bremen, alese orin an anv Freie Hansestadt.

Da 404 km² e sav gorread al land e norzh Alamagn ; e-tro 660 000 annezad zo ennañ, 547 360 (sifroù an 31/12/2008) anezho zo o chom e Bremen ha 114 506 e Bremerhaven.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search