Brezel diabarzh

brezel diabarzh
type of war
Iskevrennad eusbrezel, communal violence Kemmañ
To the End (Brezhoneg: Betek penn) ur sell gant Gilbert William Gaul war Brezel diabarzh Amerika

Ur brezel diabarzh (pe enbrezel, pe brezel bro) a zo ur bec'h milourel a eneb, e-barzh ur riez ul lu reizh ouzh bagadoù armet, pe bagadoù armet etrezo hag eo re vras e vent da vezañ anvet un emsavadeg.

Da vezañ galvet ur brezel e tle ar bec'h tizhout un derez bras a-walc'h a builhentez ha padout war un dermen hir a amzer. An dra-se a ro tro da zisheñvelañ ur brezel diabarzh diouzh trubuilhoù diabarzh a c'hell enderc'h oberioù a feulster damm heñvel met na c'hell ket bezañ anvet ur bec'h milourel - un emsavadeg evit skouer, pe ur stourm etre kabalioù.

Ar fed e c'hoarvez ar brezel diabarzh e-barzh ur riez kentoc'h estreget div riez e zisheñvela diouzh ar brezel etrevroadel a eneb luioù div riez d'an nebeutañ. Hervez ar Correlates of War e anver ur bec'h ur brezel diabarzh pan eus muioc'h eget 1000 den lazhet pep bloaz. Un darn vihan eus ar milionoù a dud bet lazhet e-pad Brezel diabarzh Kambodia pe Eil Brezel Diabarzh Soudan eo met an arouez-varn a lez a-gostez bec'hioù evel an Trubuilhoù e Iwerzhon an Norzh.

Gallout a ra ur brezel diabarzh kaout meur a abeg.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search