Browning M1910

Browning M1910
Skeudenn ar pennad Browning M1910

Ur Browning M1910
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un ober
Munisionoù .380 ACP, .32 ACP
Produer FN Herstal
Mare produiñ 1910 - bloavezhioù 1960
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 570 g
Hirder 154 mm
Hirder ar c'hanol 88,5 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 299 m/s
Endalc'h Karger fiñv 6 kartouchenn (e .380 ACP) pe 7 kartouchenn (e .32 ACP)
Adstummoù Browning M1922 (anvet ivez M1910/22)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Browning M1910, anvet ivez FN Model 1910, zo ur bistolenn un-ober ijinet gant John Browning ha produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal adalek 1910. Disheñvel e oa diouzh ar pistolennoù Browning savet betek-neuze abalamour da winterell he gwikefre-argil bezañ lakaet tro-dro d'he c'hanol. Skañvoc'h e oa neuze. Kambret e oa e .32 ACP hag e .380 ACP. Un arm fiziapl e oa, ha berzh a reas e-touez kalz ofiserien en Europa[1]. Ur stumm all anezhi anvet M1922 pe M1910/22 a voe produet. Hiroc'h ha ponneroc'h e oa, hag uheloc'h e oa hec'h endalc'h.

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.76

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search