Bruce Nauman

Bruce Nauman, (1941, Fort Wayne Indiana) a zo un arzour (video ha livañ) amerikan. An arzoù, ar skiantom fizik hag ar matematik en deus studiet e skol-veur Wisconsin (1960-1964) hag e hini Davis, (Kalifornia, etre 1965 ha 1966). E ziskouezadeg kentañ a voe aozet e 1966. Evit a sell ouzh e arz e fell dezhañ sevel oberennoù "a dag Yann seller".

Adalek dibenn ar bloavezhioù 1960 e krogas Nauma da labourat war dodenn ar c’horf hag e fiñvoù. Evit en ober e savas filmoù, enrolladennoù video ha delwennoù. E 1967 e cheñchas doare hag e krogas da labourat gant moulloù koar ha gwienn wer evit maenaat lodennoù e gorf, ha troc’hañ anezhañ, dreist-holl ar penn hag an izili. Goude-se e krogas da aozañ taolioù-kaer diazezet war ar c’hoarioù yezh : frazennoù ha jestroù eeun, diazezet war lizherennoù e anv. Al lizherenneg a implijas ivez, dre sevel staliadurioù diazezet war implij an neon. E 1969 ha 1970 e savas Live-taped Video Corridor, ur film diazezet war implij ur c’hamera evezhiañ a film anezhañ, gant ar pal lakaat diaes an arvesterien hag en em gav dirak skeudenn wir an arzour. Er bloavezhioù 1970 ha 1980 e kendalc’has da implijout an neon, hag e voe diazezet e oberennoù war ar feulster hag ar reizhelezh. Goude-se e savas meur a garrigelerezh (loened peuliet pe diempret, stag ouzh barrennoù houarn) ha filmoù video war dodenn ar marv hag ar reizh. E 1990 ec’h adkrogas da filmañ e gorf, a-dost ar wech-mañ : e benn o treiñ evel ur gouloù-tro, hag eñ o huchal geriooù gros damzistaget. "Dont a ra ma oberennoù eus ar fulor a save ennon pa soñjan e buhez mab-den". E 2004 en deus krouet a-raotzh-kaer e oberenn Raw Materials evit an diskouezadeg aozet diwar e benn e Tate Modern (Londrez). Evit a sell ouzh e daolennoù e kaver ar memes dodennoù : tammoù ar c’horf, ar skrivañ hag ar sinoù.

Truncated Pyramid Room gant Bruce Nauman

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search