C'harkiv (ukraineg : Харків) zo ur gêr e reter Ukraina. An eil kêr vrasañ eo er vro gant 1 421 125 a dud e miz Genver 2022, miz a-raok aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.
Bez' ez eo unan eus ar brasañ kreizennoù greantel, sevenadurel, skiantel ha skolveuriek en Ukraina.
Diazezet e voe e 1654 hag e Rouantelezh Rusia edo. Staget e voe ouzh Ukraina e dibenn an XXvet kantved. Kêr-benn Republik Soviedel Ukraina e oa bet adal 1917 betek 1934. Tachenn meur a emgann ez eo bet C'harkiv e-pad ar brezel etre Rusia hag Ukraina e 2022.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search