Canberra

gwel a-zioc'h
Sez ar Parlamant e Canberra

Canberra eo kêr-benn Aostralia. An eizhvet kêr vrasañ eus ar vro eo, met gant 367 752 a dud o chom enni (2012) eo bihanoc'h eget kêrioù-penn holl stadoù Aostralia, war-bouez Hobart.

E dibenn an XIXvet kantved e oa bet dibabet Canberra da gêr-benn evit Aostralia. Goude un tabut hir da c'houzout peseurt kêr e vije ar gêr-benn, Sydney pe Melbourne, ar c'hêrioù brasañ er vro, e voe dibabet ur c'horn-bro neptu, hanter-hent etrezo o-div. Dibabet e voe korn-bro Canberra e 1908. D'ar 1 a viz Genver 1910 e voe lakaet da diriad ar gêr-benn gevreael. Anvet e voe Canberra ent-ofisiel, d'an 12 a viz Meurzh 1913 ha kroget e voe al labourioù da sevel kêr.

Daoust ma n'eo ket Canberra kreizenn bennañ ar vro e-keñver armerzh, emañ kreizennet eno ar mediaoù brasañ. A-hend-all ne gaver e kêr nemet servijoù melestradurel ha touristel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search