Ceawlin Wessex

Ceawlin eus Wessex (marvet war-dro 593) a oa ur roue eus rouantelezh Wessex er pezh a zo hiziv mervent Bro-Saoz. Marteze e oa ur mab-bihan da Cerdic, roue Wessex, ha mab Cynric. Hervez ar C'hronik Ang-ha-Saoz e voe oberiant eus 568 betek 592 met n'haller ket fiziañ re enni evit ar marevezh-se. Bevañ a rae en un amzer m'edo aloudabet su Bro-Saoz gant ar Saozon. Pa varvas ne veze dalc'het ken 'met rouantelezhioù Dumnonia ha Glastenning gant ar vrezhoned.

Hervez ar C'hronik e stourmas e meur ag emgannoù etre 556 ha 592, en o zouez an emgann anavezet kentañ etre div vagad saozon. N'eo ket sklaer tamm ebet istor e vuhez ha gallout a ra e ren bezañ padet, hervez ar mammennoù, 7, 17 pe 22 bloavezh. Marvet e vefe e 593, ur bloavezh goude bezañ bet faezhet ha kaset kuit deus ar galloud gant Ceol en Emgann Woden's Barrow. Daou vab en defe bet, Cutha ha Cuthwine, met disfiz zo da gaout ouzh an nestedoù a veneg anezho.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search