Dakar

Kreiz kêr Dakar.

Dakar (Ndakaaru e wolofeg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Senegal. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel, war ledenez ar C'hab Glas, hag ar gêr vras ar pellañ er c’hornôg eo war kevandir Afrika ha zoken ar Bed Kozh.

Ur porzh-mor a bouez eo evit ar marc’hadourezhioù ezporzhiet eus Afrika. Poblet eo Dakar gant 1 056 009 a dud e 2011[1] ha war-dro 3,2 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù hervez an niveradeg ziwezhañ e 2013. Emañ Bodadenn Vroadel Senegal ha Palez Prezidant Senegal e Dakar. E-touez an traoù zo da welet c’hoazh e Dakar e c’haller menegiñ ar Voskeenn Vras (savet e 1964), enez Gorée dirak ar porzh, Mirdi Sevenadur Afrika ar C’hornôg, ar Skol-veur Cheikh Anta Diop (pe Skol-veur Dakar, savet e 1957).

N'eo rannvro Dakar nemet 0,3 % eus gorread ar vro gant 550 km2, met enni 25 % eus ar boblañs ha 80 % eus armerzerezh ar vro.

  1. Aozadur ar Broadoù Unanet - Poblañs 2011 kêrioù bras Senegal

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search