Devezh etrebroadel ar yezh vamm

2015 : Devezh etrebroadel ar yezh vamm en Islamabad, manifesterien o c'houlenn ma vo lakaet ar pundjabeg (yezh-vamm an darn vrasañ eus Pakistaniz) da yezh ofisiel e Pakistan.

E 1999 e oa bet divizet gant an UNESCO ober eus an 21 a viz C'hwevrer Devezh Etrebroadel ar Yezh Vamm. Lidet e vez an devezh-se bep bloaz er stadoù zo izili eus an UNESCO hag e sez kreiz an aozadur, evit kas war-raok liesseurted ar yezhoù hag al liesyezhegezh.

Divizet e oa bet sevel Devezh Etrebroadel ar Yezh Vamm e koun Devezh Merzherien ar Yezh, un devezh eus 1952, pa oa bet lazhet manifesterien evit ar banglaeg gant ar polis hag an arme e Dhaka, e Pakistan ar Reter.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search