Dispac'h mirour

An Dispac'h mirour (« Konservative Revolution ») a oa un emsav broadelour ha mirour alaman a-bouez goude ar Brezel bed kentañ. Pennaenn bennañ an emsav-se a oa diazezañ ur viridigezh hag ur vroadelezh alaman, pe dreist-holl prusian, nevez. Evel meur a emsav mirour all er memes mare e klaskas ivez e izili lakaat un termen da gresk ar gomunouriezh, dre ginnig ur viridigezh sokialour.

Mennozhioù izili an dispac'h mirour a oa hengounel hag enep ar zanvezelouriezh, ar berzhded a gonte muioc'h evito evit ar c'hementad. O mennozhioù a oa diazezet ivez war ar Volksgemeinschaft ("kumuniezh ar bobl") ha ket war stourm ar renkadoù pe an oklokratiezh (a dalvez ez eo ar bobl a ren). Ar skrivagnerien ezel eus an dispac'h mirour a savas a bep seurt testennoù broadelour ha radikal : deizlevrioù brezel, skridoù faltazi diwar-benn ar brezel, pennadoù kelaouiñ, manifestoioù hag arnodadennoù preder peogwir e felle dezho degas kemmoù er vuhez politikel ha sevenadurel en Alamagn. Bras e voe levezon an emsav-se war ar studierien ha war ar renkadoù etre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search