Doris Lessing


Doris Lessing e 2006

Doris May Lessing (Kermanshah, Iran, 22 Here1919London, Bro-Saoz, 17 Du 2013) a oa ur skrivagnerez vreizhveuriat ha Rhodesiat.

Ganet e voe Doris May Tayler en Iran, ma vevas betek 1925. Pa oa 6 vloaz neuze e tilojas gant he zud da Rhodesia ar Su (e Zimbabwe bremañ), ma chomas betek 1949. Er bloaz-se, oadet 30 vloaz, ez eas da London da vevañ.
Bloaz goude, e 1950 ez embannas he romant kentañ, The Grass is Singing. Goude-se e voe pemp levrenn Children of Violence (1952-1969), The Golden Notebook (1962), The Good Terrorist (1985), ha pemp romant skiant-faltazi ar rummad Canopus in Argos: Archives (1979-1983).

E 2007 e voe deroet Priz Nobel al Lennegezh dezhi, d'an oad a 87 vloaz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search