Egipteg

An egipteg zo ur yezh afrikat-hag-aziat kar tost d'ar berbereg, d'ar semiteg, ha d'ar bejaeg[1]. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek ar Vvet kantved goude J.-K. dindan stumm an demoteg ha betek diwezh ar XVIIvet kantved dindan stumm ar c'hopteg. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro 3200, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadel Egipt hiziv eo arabeg Egipt, en deus kemeret tamm-ha-tamm lec'h ar c'hopteg evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heuliet aloubadeg vuzulman Egipt. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.[2],[3].

  1. Loprieno 1996.
  2. Ar c'hopteg a c'hallfe bezañ chomet bev e lec'hioù distro eus Egipt-Uhel betek an XIXvet kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e : Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde, 39 (1901), p. 87).
  3. Daily Star Egypt. 23 a viz Genver 2007

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search