Eil Brezel-bed

Eil Brezel-bed
brezel bed, marevezh istorel
Raklec'hiet gantBrezel-bed kentañ, interwar period Kemmañ
Heuliet gantaftermath of World War II, Trente Glorieuses, Brezel Yen, Trede Brezel Bed Kemmañ
Deiziad2 Gwe 1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Gwe 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Gwe 1945 Kemmañ
Prantadnewest history, late modern period Kemmañ
PerzhiadAhel Roma-Berlin-Tokyo, Kevredidi an Eil Brezel-bed, Trede Reich, Aostralia, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Abeg kentizhSecret Additional Protocol to the Molotov–Ribbentrop Pact Kemmañ
Istortimeline of World War II, diplomatic history of World War II Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://history.stackexchange.com/tags/world-war-two Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of World War II Kemmañ

Kerzh an Eil Brezel-bed en Europa
  • ██ URSS betek 1941
  • ██ Kevredidi & URSS adalek 1941
  • ██ Ahel & Frañs Vichy1941
  • ██ Neptu
  • Trec'hioù armeoù an Ahel (1939-1942)
    Bugel sinaat o leñvañ goude bombezadeg Shangai gant an aerlu japanat e 1937
    The Montreal Daily Star Montréal : Germany Quits, 7 Mae 1945

    An Eil Brezel-bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo 1939 ha miz Gwengolo 1945 er bed a-bezh. Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar Brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an Ahel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel Spagn adalek an 18 a viz Gouere 1936, ar brezel etre Japan ha Sina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heul Pearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir. Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en Europa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz Impalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ an Ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945. Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer. Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù. Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl an Nazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien, Slaved, Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo). En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in er Manchoukouo, 200 000 plac'h eus Korea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-pad lazhadeg Nankin da skouer. Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an SS Josef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz, Rotterdam en Izelvroioù ; Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant ar Gevredidi war-lerc'h (Dresden hag Hamburg en Alamagn, Tokyo gant napalm). Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e Hiroshima hag e Nagasaki (Japan). An Eil Brezel-Bed a reas eus ar Stadoù-Unanet hag eus URSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.


    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search