Eva (Bibl)

Ur pennad Eva zo ivez.

Eva eo anv ar vaouez kentañ hervez ar Bibl hag ar C'horan. Hervez Levr ar C'heneliezh e vije bet krouet gant Doue diwar ur gostezenn tennet digant Adam, ar gwaz kentañ, dezhañ da gaout ur gompagnunez bennak er baradoz. Pried dezhañ eo Eva eta. Mamm Kain hag Abel eo ivez. Hi eo a selaouas an naer hag a roas unan eus avaloù difennet gwezenn ar ouiziegezh da dañva d'he fried.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search