Iskevrennad eus | dimensionless quantity |
---|---|
Arvez | development of the human body |
Dizoloer pe ijiner | Mahbub ul Haq, Amartya Sen, Meghnad Desai, Baron Desai |
ISQ dimension | |
Quantity symbol (LaTeX) | |
Roll elfennoù | list of countries by Human Development Index |
| | |
| |
An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed. An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh.
An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search