Gallaoueg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn yezhoù Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Gallaoueg
(Galo)

Perzhioù
Komzet e : Breizh
Rannved : Europa
Komzet gant : etre 29 060 (ist. 1999) ha 200 000 (ist. 2008, 2013)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : Institut du Galo
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh romanek komzet e Breizh eo ar gallaoueg (gallo pe galo er yezh-se), hag unan eus yezhoù oil Breizh-Uhel. Komzet e vez en Il-ha-Gwilen, el lodenn vrasañ eus al Liger-Atlantel hag e reter ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor. E vevenn gornôg eo hini ar brezhonegva, a-hed ul linenn etre Plouha ha Gwenrann. Amsklaer eo e vevenn reter rak ur c'hendalc'h yezhel zo etre holl yezhoù oil. Yezhourien zo a soñj dezho ez a perzhioù ar gallaoueg pelloc'h eget bevennoù Breizh istorel, betek bevennoù Torosad Arvorig.

N'eus kenemglev ebet da zispartiañ ar pezh a zo ur yezh hag ar pezh a zo ur rannyezh hag alese ez eus alioù disheñvel diwar-benn natur ar gallaoueg. Ur rannyezh eus ar galleg eo hervez lod tra m'eo unan eus yezhoù oil hervez lod all kenkoulz hag ar galleg. Goude ma oa chomet ur yezh komzet dreist-holl eo bet studiet ar gallaoueg er Skol-Veur ha klasket ez eus bet skoueriekaat e reizhskrivadur. Un nebeud levrioù gallaouek a vez embannet bep bloaz. Kontrol d'ar brezhoneg avat n'eo ket ken kozh-se al luskad evit lakaat ar yezh war wel, daoust ma vez komzet muioc'h-mui anezhañ ha ma'z a war-raok he bezañs er vuhez publik. Anavezet eo bet evel unan eus yezhoù Breizh gant kuzul-rannvro Breizh e 2004.

N'eo ket kar ar gallaoueg d'ar brezhoneg. Yezhoù indezeuropek int o-daou, met ur yezh keltiek eo ar brezhoneg tra m'eo ar gallaoueg ur yezh romanek, diskennet diouzh al latin. Dont a ra hec'h anv eus ar brezhoneg ha pa ne vije ket bet implijet nemeur betek nevez zo. Goude ma ve kavet dismegañsus gant emsaverien ar gallaoueg, e-tro 60% eus an dud a gomz ar yezh a sell outi evel ur parlant "patois" diouzh an enklask sokioyezhoniel kaset da benn gant ar Rannvro e 2018.

Nevez-krouet eo bet ar ger gallaoueg e brezhoneg, e-kreiz an XXvet kantved ; a-raok e veze lavaret galleg (Daveoù a vank).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search