Gar

Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.

Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.

Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.

Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 515-a

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search