Garona

Red ar Garona.

Ar Garona (Garona en okitaneg, katalaneg ha spagnoleg, Garonne e galleg) zo ur stêr en Okitania.
Eieniñ a ra er Pireneoù, e Plan de Beret, en ul lec'h anvet Uelh deth Garona, e Traoñienn Aran (al lodenn okitanek eus Kumuniezh Emren Katalonia) ; goude un 40 kilometr bennak ec'h antren e Republik Frañs, ha tremen a ra dre gêrioù Toloza, Agen ha Bourdel a-raok degouezhout gant an Dordogna ha stummañ neuze aber ar Gironde (Gironda en okitaneg) a-raok en em deurel er Meurvor Atlantel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search